Seinen

Seinen
target audience for manga
Iskevrennad eusManga (bannoù-treset) Kemmañ
Arvesterien palKrennard Kemmañ

Seinen (japaneg : 青年漫画) a lavarer eus mangaoù bet savet evit paotred etre 18 ha 30 vloaz. Lennerien' zo a c'hall bezañ koshoc'h, betek 40 vloaz. E japaneg e talvez seinen "paotr yaouank" pe "paotred yaouank". Ar rummad manga heñvel evit ar maouezed a zo anvet josei. An droienn "seinen manga" a zo implijet evit ober eus ar pal lennerien da dizhañ evit ar c'helaouennoù manga evel Weekly Manga Times ha Weekly Manga Goraku: paotred, oadet etre 18 betek 40 vloaz.

20th Century Boys, Blame!, Ghost in the Shell, Akira, Golgo 13 pe c'hoazh Hellsing a zo mangaoù seinen. Alies e vezont embannet e magazinoù ma kaver ar ger "young" en o zitl (Young Jump da skouer). Ultra Jump, Afternoon pe c'hoazh Big Comic a zo magazinoù manga seinen brudet.


From Wikipedia, the free encyclopedia · View on Wikipedia

Developed by Tubidy